Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
XIII
Kudenn ar Vezventi
————
Aotrou Person Bohars a zo eun den kunv, mat evel ma vez ministred an Aotrou Doue, dre-se karet gant an holl.
E amzer a dremen oc’h entent ouz an eneou. An dud yac’h a reseo digantan, en iliz, ar sklerijenn hag an nerz, dre ar prezegennou ha dre ar sakramantou. En o c’hêr, an dud klañv pe mac’hagnet a gav, en e visitou, bannou-heol al levenez ha nerz-kalon da c’houzanv o foaniou.
Karout a ra dreist-holl an Aotrou Person boda ar yaouankiz en dro d’ezan. Daoust ha n’eo ket int-i al lodenn wella eus e zeñved ? Ar barrez, en amzer da zont, a vezo, end-eeun, ar pez ma vezo ar re-mañ deut war an oad.
An diou zor a gas d’ar presbytal, eus ar vered ha diwar an hent, ne vezont prennet