Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
151
KONTAMMET
Hag Eozen a start dourn ar gourener trec’het.
— Mat ! paotred, peogwir e plij ganeoc’h diskouez ho nerz, disul e vezo graet amañ gourenadou ha kinniget c’hoariou nerzus.
— Hag a zo mat, Eozen Kerdraon.
— Kenavo disul eta hag evit startaat d’ar vignoniaj a dle beza kentrezoc’h holl, me bremaň a zo o vont d’ho « regali ».
Gant e vanne sistr Eozen en deus kavet an tu brao da echui an abadenn… digoret fall awalc’h.
Evel ma ne oar ket c’hoaz — Gwennael o chom war e c’her, — pehini eus ar baotred yaouank-se a vezo ar mab-kaer diwezatoc’h, Eozen ne ’ket ’ta a rank c’hoari mat ivez ha beza laouen ouz an holl…
————