mevel. Damgredi a ra ouspenn ez eo karet Nedig gant Gwennael…
An daou baotr yac’h o deus diwisket o faltot hag o jiletenn. War gorf o roched ha diarc’hen ec’h en em lakaont war an dachenn leton linennet gant Eozen, er foenneg tosta.
— Eur start-dourn, paotred, araok digeri ho krogad…
Eskern an daou zorn a strakas an eil en egile.
— Breman, kit ganti…
An daou gorf a zo en em unanet, kemmesket eo an divrec’h hag an divesker. An nervennou a strak…, an alan a sourr… Ken start int krog ma seblant emañ an diou vruched o vont da frika…
Eur wech, diou wech, luiet an divesker, an daou gorf a ya d’an traoñ. Met den ebet ne gouez war an diouskoaz, ha war an diouskoaz e rankont mont.
Diaes awalc’h eo gouzout pehini a ray lamm d’egile.
Job an Touz a zo eur gwall gourener. Ouspenn, kosoc’h eo eget Gwennael hag eun tammig pounneroc’h.
Mab Fanch ar Maout a zo avat eun nebeut a dra gwevnoc’h…