Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/139

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
140
KONTAMMET


Daoust d’ar youl he defe d’hen ober, Anjelina n’he deus ket kredet komz d’he breur. Ar c’hosa eo hemañ, an hini en deus kemeret plas an tad. Enoret e vez gant ar vugale evel ma ve bet an tad e-unan. Gouzout a ra moarvat petra en deus da ober. Pa gavo hi tro, e ranko koulskoude Anjelina lakaat ar gomz war Nedig da Wennael… N’int ket end-eeun, evit chom evelse da sellout an eil ouz egile, evel ki ha kas…

Gwelet he deus c’hoaz Anjelina ez eo lent Biel dirazi. Arsa ! Anjelina a zo eun dimezell, evel ma vez ar gemenered[sic] er vro ha muioc’h c’hoaz eget ar re all, rak c’hoar Gwennael a zo eur plac’h yaouank a c’hened dispar gant he bleo melen kordigellet, he daoulagad glas-mor, he dremm gwenn-laez, he bizied mistr, moan hag hir.

P’en deus he gwelet, ar wech kenta, Biel dirazi a zo chomet… abafet. Abaoue ne vez ket ken mezo, a-vec’h ma vez tommet eun tammig dezan d’ar sul abardaez.

Abaoue ivez ez eo tostaet eun tammig ouz Gwennael.

Re all a zo avat ha ne garont ket Gwennael.

Perig Bourdelleg a ra fae warnan. Gwen-