Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/132

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
133
KONTAMMET


— Ar brasa poan marteze, Eozen, ne vezo ket eviti… Bremañ e welan eo ret mat d’in tec’hout, eviti da ankounac’haat ha da zimezi gant unan all.

— Tec’hout a rez araok al levenez, Gwennael.

— Tec’hout a rankan, dre zever, ha muioc’h eget biskoaz.

— Da abeg marteze, Gwennael, n’eo ket unan mat.

— Allas ! unan re wirion eo… eur wech c’hoaz, bennoz Doue d’eoc’h ha da Nedig… Met n’oun ket an den a dle hi kaout…

E Roudouz-ar-C’haro an traou bremañ n’emaint mui war o zu mat.

Nedig Kerdraon, adalek an devez ma tisklerias he zad d’ezi ne zimezfe ket Gwennael ganti, a zo chomet imoret.

— A ! Fae a ra warnoun ! N’eo ket awalc’h evit eur mevel kaout eur benherez pinvidik ! Ha lavarout em eus dilezet paotred yaouank a zoare evit hennez ! Ha bremañ kaout eur seurt dismegans eus e berz ! Ar penn teñval-se a gavo gwelloc’h mont da ober al lez d’eur plac’h-saout moarvat. Mat ! mat ! ra ’z ay d’al