Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/121

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
122
KONTAMMET


Eun devez-hañv, epad ar c’housk-ec’hoaz (méridienne), Gwennael a oa oc’h ober war-dro ar c’heflusker.

En-dro d’ar vilin, groez ha sioulder. Ne gleved nemet bouderez ar c’houiled hag ar gwenan, richan an evned, peadra da luskellat hun ar c’houskerien… Gwennael a zo laouen : kelou a zo deut d’ezan eus Kerroc’h : Soazig n’eo klanv tamm ebet, hervez ar medisin. Skuizet eo bet gant ar studi, ha netra ken.

— Gwennael, eun ali em eus da c’houlenn diganez.

— Eun alier fall e c’hellan beza, Janed… Spontet oun bet ganeoc’h.

— Setu : goulennet oun da zimezi…

— N’eo ket… ar wech kenta… moarvat.

— Nann ! met en taol-mañ oun goulennet gant Perig Bourdelleg. Va zad a lavar d’in ober eun digemer mat d’ar goulenn. Ha te, Gwennael, petra ’sonjez-te ?

— Evit beza fraes, ar gwir a seblant beza gant ho tad. Perig Bourdelleg a zo eun den mat, troet war al labour. Miliner eo evel ho tad ; ouspenn an diou familh a zo war an hevelep renk e-keñver ar vrud-vat hag an danvez.