Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/12

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



I


« Fanch ar Maout »


————


Ne ’z eus ket eun unan, er Vro-Bagan a-bez, na anavezfe ket Fanch ar Maout.

Rouez an dud avat hag a oar mat e ano familh. E vugale ne vezont galvet nemet dre ar geriou : mab, merc’h Fanch ar Maout.

E Tregeunieg, evel er parreziou diwar dro, eo boaz awalc’h an dud da rei lesanoiou, war ribl ar mor muioc’h marteze eget en douarou.

Na dit ket eta da gomz eus Fanch Bodenneg, ma fell ganeoc’h lavarout ano eus Fanch ar Maout, ha ma fell ganeoc’h beza komprenet.

Perak ez eo bet roet al lesano-se da Fanch ?

Dre m’eo heñ eun den kreñv ha troet d’en em ganna. Hag evel ma ’z a ar maout gantan pep taol ez eo bet galvet Fanch ar Maout.

Fanch, pa vez diwar an dour, a zo eun den eus an dibab, doñv evel an oanig. P’en deus evet