Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/119

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
120
KONTAMMET


— Gwir eo, skoet e vezez gant ar gwalleur, met bez soñj, Gwennael, eus komzou Rozaig : « Bezit evurus ! »

— Evit tud a zo al levenez n’emañ tamm ebet er bed-mañ.

— Eun tamm levenez a vez atao, Gwennael, etouez ar boaniou.

— Kemerit al levenez, Nedig, me a zalc’ho ar boan.

— N’eo ket reiz, Gwennael, ret eo ranna. Va levenez-me a zo glac’har ma ne vez ket rannet etre ar re all. Bez laouen, Gwennael, laouen evel da c’hoar Anjelina.

— Diaes eo da dud barnet d’ar maro tresa laouenidigez war o dremm.

— Barnet d’ar maro ? Te ! ken yac’h all !

— Me yac’h ! Kreñv… beteghen. Yac’h n’oun ket… Pa vez kailharet ar vammenn e vez lous ar waz-dour.

— N’emaout ket mat, Gwennael, n’emaout ket mat. Te eo ar yac’husa den a anavezan er barrez… Kenavo, Gwennael. Mont a ran kuit, rak ma vemp gwelet amañ asamblez e ve marteze kavet… souezus.

— Kaout souezus gwelout ar vestrez o komz d’ar mevel ?