Baganiz hag ar Baganed, daoust ma teu an daou ano diwar an hevelep ger : pagus.
Ar Baganed eo an dud di-Zoue a c’halver c’hoaz « païaned ».
Ar Baganiz n’int ket païaned, na tost da veza.
O beg-douar, dre ar Feiz, a zo da veza lakaet etouez re wella Bro-Leon.
Rouez eo moarvat ar parreziou ma vez gwelet enno kement ha dud er gousperou hag en oferenn-bred. Eun daolenn gaer hag e vez gellet arvesti outi, pep sul, en unan da vihana eus ar parreziou pagan.
Bremañ na glaskit ket Tregeunieg (treo-ar-geun) na Kerroc’h war gartenn ar Vro-Bagan.
Tonkadur (sort, destinée) Fanch ar Maout a zo unan galet, daoust ma ’z eo bet gwirion e meur a lec’h. C’hoant a zo bet da virout na ve lakaet an tonkadur-se, e gaou, war gont hemañ pe hennez.
Dreist ar gwir ez afe c’hoaz an den lemm a spered hag a lagad hag a gavfe d’ezan anaout milin Roudouz-ar-C’haro (gué du cerf).
Etouez milinou brudet Bohars ez eus meur a Roudouz-ar-C’haro hag en hevelep amzer hini mat ebet.