Setu an noz du dre oll oc’h asten e askel,
A dindanhi kousket sioul bugale Breiz-Izel,
Hag evit ho luskellat, mouez ar mor o sevel !
Setu, evit ho spounta, e kleuz ar c’hoz derven,
O sevel a dreuz an noz kri mantruz ar gaouen ;
C’hoant en deuz da lavaret ne zihunfont biken.
Setu an noz du dre oll oc’h asten e askel,
A dindanhi kousket sioul bugale Breiz-Izel !
|
Du-hont, var gern ar menez, |
Taliezin, va mab, na laouen eo da gan ;
Avi en deuz ouzid ar paourkez koz Guenc’hlan ;
Da gan a zo laouen ’vel kan an alc’houeder,
Pa gouez ken fresk var boul ar galon, ma kreder
E kuz, e peb noten, eur berad gliz mintin ;
Sevel ra d’an oabl glaz, ken skler ma gaffe d’in
A strink gant peb noten ’vel eur ban heol beure !
Va c’han a zo laouen, va c’halon zo ive ;
Eun huvre kaer deuet d’in a berz Doue, me gred,
Noz deiz, hun pe dihun, a zalc’h var va spered ;
Seblantout a ra din, dre va huvre, beza
Var eur menez huel : an heol prest da darza
Euz punz an noz a bign gant diri aour e skeul,
Hag eur mor a sklerder a bign, a bign d’e heul !
E kenver an heol-se, an hini a ioa kent
Var zouar Breiz-Izel o tistol sklerijen