Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - Maro Sant Tremeur, 1906.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

Re a drubuill a zo breman var va spered,
Evit sonjal enn’houn va-unan ’giz m’eo red,
Pa ma ouz va gervel mouez eled ar maro !
Sonjou euz a bep seurt a zo re var va zro !
O c’has kuit a fell d’in ’vit ma ne chomo mui
Nemed eur zonj enn’hon : Jesus, oc’h hini-c’hui !
Tec’hit ouzin eta, oll sonjou ar vuez !
An eil goude eben, tec’hit, peb c’hoantegez !

Taliezin

Oh ! na digar oud’te evidoun-me, Tremeur !
Perag rei d’in bremaïk an hano dous a vreur
Mar d’eo kerkent, siouaz ! evit va dilezel,
A dilezel ganen hor mam Bro Breiz-Izel ?

Tremeur

An den ne c’hoar morse pe mervel pe beva
Dezhan a d’ar re-all eo an talvoudussa !
Bremaïk me a vele, evel dre eun huvre,
Dreist ar meneziou Du a meneziou Arre,
Dispak d’am daoulagad oll douar Breiz, va Bro !
Pen-da-ben dre enn’hi oa digor eun Ero,
Eun Ero doun, ledan hag hir, ken a dize,
A dreuz ar meneziou, euz eur mor d’egile !
Hag a seblante d’in e oa an Ero-ze
Roet d’in da frankat c’hoaz, gant bek va c’hleze !
Guelet a ran breman n’eo ket eur c’houezen zour,
Nag ivez eur vuez a stourm hag a labour,
Eo a meuz-me da rei da zouarou va Bro :
Va goad eo a rankan skuilla ’kreiz an Ero,
Va goad ’vit ma savo, euz peb gliziennik ruz,
’Vit poblou Breiz-Izel, pennou-ed puill a druz !
Doue, gant va maro a gant va angoni,
C’hui ’raio eul labour kaeroc’h ’vit an hini
A raffen-me ’vit Breiz gant nerz va yaouankiz !
Dindan bec’h ar pec’hed, ar bed dinerz a skuiz,
A bareaz guechall gant goad a kroaz Jesus,
A nan dre vurzudou eur c’hleze gallouduz !