Dispak breman da skilf, o leoun gallouduz !…
Setu sklaset da c’hoad, den yaouank froudennuz ;
Mouget eo da ourgouil, o mab-bihan Arzur,
Gant ar vez da veza mab d’eun den ken hudur !
O Gildas, o Gildas, asten d’in ’ta da zourn !…
Ia, sklaset eo va goad, brevet eo va askourn !
Gant an teod-man, soubet e bilim an ifern,
Eo silet ar maro d’in e kreiz va eskern !
Ah ! lavar d’in eur gomz, lavar n’eo nemed gaou,
Ar pez e moun bremaïk oc’h ehan da zilaou !
Ah ! devi ’ra an dreïn a meuz sanket enoud !
Evit da zizreïna, Gildas ’zo dic’halloud ;
Va c’homzou zo guirion, den n’ho dislavaro,
Goaz a ze ma int d’id eur bilim a varo !
Euz an evach trenk-man, pa eo stag da vuzel,
Beteg al li ’vo red d’id rinsa da skudel !
Ia, te ag a zave ken bras lorc’h en da greiz,
O sonjal oud ganet euz a gaera goad Breiz :
Te zo mab d’ar vila, a d’an izela den
A zo bet o veva var an douar biken !
Konomor ’zo hirio azezet var eun trôn,
Den ne c’hoar euz a biou en deuz sunet ar vron ;
Eun deiz m’euz he gavet e kreiz eur c’hoat tenval,
O redek, noaz a gouez evel eun aneval ;
Me a meuz e zavet, furmet korf hag ene,
Evit beza em dourn, a-enep da Zoue,
Eur benvek prest bepred da skei a da laza ;
Dreizoun-me eo pignet d’ar renk an huela,
Dreizoun-me n’euz gellet, e ti ar Rouaned,
En despēt da Gildas, goulen a kaout pried,
Evit kaout da ginnik da zoueou an dolmen,
Evit hon lidou sakr, goad bugale kristen !
Da vam-te da-hunan, merc’h da Gont-meur Guened,
Rouanez dre e goad kouls a dre e gened :