O Drouiz, te a gont d’in sorc’hennou bugale
Evit lakat aman ac’hanon da zale ;
Biskoaz ne vo kavet, etouez oll gouen an dud,
Eun den trec’h e grizder d’an anevaled mud !
Ha ! kals traou, gant Gildas, a zo bet d’id desket,
Mez her guelet a ran, ar manac’h n’hen deuz ket.
Diskleriet d’id traou all, mad ive da c’houzout !
Tav, den kriz ! Ne ro ket d’ar paotr da anaout
Traou hag a ve goude, var ar spered, evel
Bilim tan da zevi e eskern hag e vel !
Manac’h, te gave d’id, dre da c’hourdrouzou gouez,
Hon trec’hi, ni hon daou, gant ar spount hag ar vez.
A te a gave d’id, paourkezik krouadur,
Hon diskar n’eur c’hoari gant kleze koz Arzur !,
Ne meuz nemed eur gomz da lavaret, d’am zro,
’Vit ho trec’hi ho taou, a rei d’id ar maro ;
Eur gomz evit krenna da skilf, a da askel,
A ioa dispak ganez ’vit nijal ken huel,
Goude beza skoet ac’hanomp da vervel !
Gant eur gomz a c’houezin eun tan e kreiz da vel,
Eun tan a ne helfe ar mor oll da vouga
P’hen do, e kreiz da c’hoad, gellet en em zila !
Sed’ aman ann’ezhi an den ken dinatur,
N’hen deuz anavezet biskoąz ken plijadur
Nemed o tispen kik an dud gant e gleze,
An den-ze eo hennez ’zo dirazoud aze !
Ag an den-ze en deuz skoet, var an dolmen,
C’houec’h pried da vervel an eil goude eben :
An den-ze eo da dad, o mab-bihan Arzur !…
Ah ! koueza ra da ben, a zavez ken assur,
Gant an taol-man a meuz dac’het d’id ’kreiz da dal !
Digòr breman eta da askel, n’eur strakal,