Hag eno, a dra zur, d’ar c’hont-meur Konomor
Etouez ar pennou braz ’vo roet eur gador !…
Skrija raffe er c’hoat an oll loened gouez ;
Gant va mouez, n’eur iudal, a unanfent ho mouez,
Ma vezfe displeget dezho da dorfejou !
Ma vez stlapet outhan stlabez da bec’hejou,
Aoualc’h ’vez anezho ’vit saotra an oabl glaz,
Ha mouga sklerijen an deiz evit biskoaz !
En hano an Doue, mestr ar bed, e komzan,
’Ma Doue o sevel, ganthan goalinier tan ;
Me a glev dre an Env o tont, en eur c’hourdrouz,
Mouez ar c’hudurunou dindan ar c’hoabren rouz ;
Me a vel, pleg displeg, euz ar goumoulen zu,
Luc’haden e gounar d’az renta e ludu.
Varnoud, ne zantez ket an arne o poueza,
Ken pounner, ma z’eo skler eo prestik da goueza ?
Gant da fallagriez, bemdez a bounera,
Bemdez a gresk fulor an tan prest d’as flastra !
Drouiz Guenc’hlan, d’am sikour galv ’ta da zoueou !
Krena ’ra va zam korf evel eur bern deliou !
Derven vraz a santel, gant da skouriou ledan
Difen an denik paour a zo aman dindan !
E zellou a zev d’in va daoulagad ! Pelec’h,
Dirag spount ar vouez-se, ’kemerin-me an tec’h ?
Lezet en deuz e gleze da goueza ; Gildas a grog enn’han, a drouc’h liammou Tremeur, a ro d’ezhan ar c’hleze, hag a ra d’ezhan pignat var an dolmen huel !
Den muioc’h digalon, eged eur plac’h netra :
Setu kollet ganez ar sikour ar c’hrenva,
A c’helle da zifen eus taol da enebour !
Euz a berz an doueou perag goulen sikour,
Pa oa ’tre da zaouarn, ’vit diskar ar pen moal,
Ar c’hleze n’eo bet c’hoaz trec’het gant unan all,
Ar c’hleze a zalc’has dourn Arzur e-hunan ?