Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - Maro Sant Tremeur, 1906.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TREDE ARVEST


————


D’an trede arvest, Tremeur, Taliezin ag e vignouned a zo kouezet etre daouarn ar C’hont ag an Drouiz ; e maint dirag an dolmen ; e ma ar zakrifis o kommans, pa zigouez Gildas ; Konomor a dec’h gant ar spount ; Tremeur, entanet e galon gant mouez ar zant bras, a grog en eur c’hleze, prest da stourm.

Mez o c’houzout eo mab da Gonomor, ar mezussa muntrer a zo bet biskoaz, ar zant iaouank a zo mal ganthan mervel evit kuzat euz an dishenor ! En em lezel a ra gant Konomor, a ziben anezhan var an dolmen gant eun taol kleze !

Kerkent, liammou Taliezin a gouez ; sklerijen ar Feiz, a ioa pelzo o klask ene an Drouiz iaouank, a bar breman var e spered gant goad Tremeur, prenet ene Taliezin, a mouget ar relijion goz ; prenet ive ar bobl oll ; rag Taliezin, er pez-c’hoari-man, n’eo pen-da-ben nemet skouer ene Breiz o tilezel an doueou faoz evit ar guir Doue !


————


KENTA PENNAD


————


GUENC’HLAN, hag e Zrouized ; TALIEZIN, hag e re, liammet ho zreid hag ho divrec’h ; TREMEUR, er memez doare ; KONOMOR, SOUDARDED.


Guenc’hlan

Hor spered re vuhan en d’oa kemeret nec’h ;
Doueou hon tadou koz eur vech c’hoaz a zo trec’h !
Gant Drouized an dero a choumo ar gounid ;
Hervez al lezen red, great a vezo al lid,
A dle da virviken, var eneou ar bed oll,
Diazeza galloud doue santel an heol !…
E harz an dolmen sakr, setu aman Tremeur
A gant’han ar pemp drouiz traitourien d’ho breudeur.