Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - Maro Sant Tremeur, 1906.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

Pa vo teuzet ive mogeden va buez,
Neuze eo a zavo var Breiz eun deiz nevez ;
Neuze va zad Gildas, gant e vouez entanet,
A c’houezo feiz Jesus e kreiz ar Vretoned ;
Neuze, o drouiz yaouank, var da ben a veli,
Splam a dudiuz oll, heol Jesus o skedi !

Taliezin

Gildas Piou eo hennez ?

Armel

N’hen anavezez ket ?
Gildas eo nerz Doue en hon touez, digasset
Da blega pen an oll dirag ar Groaz kristen ;
Sellou e zaoulagad ’zo ’vel diou luc’haden,
E vouez e deuz galloud ar c’hudurun, pa groz ;
Kestel brezel a freuz dindan pouez e valloz ;
E vantel, pa e zol d’an avel var ar mor,
A gerz evel eur vag gant e goueliou digor.
A dre ar bed krouet n’euz galloud den na tra,
Pa sav Gildas e vrec’h, kement na rank plega.

Taliezin

Hag e pelec’h e chom an den burzuduz-se ?

Armel

E ma dre ar c’hoajou en tu bennag aze !

Taliezin

O Jesus a c’halvan evit ar vech kenta :
Va renit, me o ped, dre an hent ar berra,
Evit ma c’hellin kaout, hag el leac’h-man digas
Da savetei Tremeur, da servicher Gildas !


Fin an eil Arvest