Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - Maro Sant Tremeur, 1906.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

Soudarded ’zo kuzet a bep tu dre ar c’hoat,
Mal gantho var ar mean aze skuilla da c’hoad !
Deuz a heul ac’hanon dre eur riboul distro,
Me c’helfe da zifram euz a skilf ar maro !
Mez deuz buhan ; bremaïk e vezo divezad !

Tremeur

O va breur, bennoz d’id ’vit da avizou mad !…
Mez euz al leac’hiou-ma, perag klaskfen tec’hel,
Ma int bet merket d’in gant Doue da vervel ?…
Pa vin taolet varnoud, na mouk a blod a vi,
O dolmen vraz digriz, bremaïk d’am izili ;
Na skeduz ’vi bremaïk da zaoulagad Jesus,
Pa ziruillo varnoud a boullou va goad ruz !…

Taliezin

Petra a c’hell renta ken dous d’id ar maro ? .
Bev kentoc’h da veza silvidigez ar Vro !
Bev, pa ’z euz en da c’hoad nerz da zifen hor Breiz,
Pa strink euz da c’henou evel sked goulou deiz,
Pa bar da spered fur ’vel eun heol a lugern,
Ma tridan dirazoud, oll, spered hag eskern !
Siouaz, a red a vez a ve mouget kerkent
Ar goulou a groge da bara var va hent ?
Ho dre druez ouzin, hag euz meur a vil all
A red, hevel ouzin, dre an noz, ’vel tud dall,
Den yaouank, ne zez ket d’en em rei d’ar maro,
Arog ma vo dre oll, o para var ar Vro,
Ar sklerijen dinam a zantan euz da greiz,
’Vel euz eun heol divin, o sevel var Bro Vreiz !

Tremeur

Ia, sklerijen divin var bro Vreiz a baro !…
N’eo ket euz va buez, breur, mez euz va maro
A strinko dre an env ar skierijen divin !
Me eo ar goumoulen a veler da vintin
Dirag an heol evit e viret da bara :
Teuzet ar goumoulen, hag an deiz a sklera ;