Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - Maro Sant Tremeur, 1906.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

Nan Nan !… E ma enn’hon adarre o sevel
Ar vouez nerzus am galv keit all-zo da dec’hel,
Da dec’hel pell euz skeud dero tènval an Drouiz,
Pell euz an dolmen c’hoad, euz e lidou digriz !
Me a dec’ho du-hont var guern ar meneziou,
’Vit santout digeri enn’houn, gant ar bleuniou,
Da sked an deiz santel, va c’halon dizec’het !
Va c’halon, ’vel ar bleun, en deuz naoun a sec’hed,
Naoun d’ar bannou heol a zeu, da houlou deiz,
’Vel eur mel euz an env, da goueza en o c’hreiz !

Da sked var va ene, o guirionez santel !
Da vouez eo a glevan em c’hreiz ouz va gervel !
Mez komz d’in skleroc’h c’hoaz ! sav huelloc’h da vouez,
Pe mouget vo gant nerz ar griadennou gouez
A zavo, meur a vech c’hoaz, en diabars d’in !…
Spered a gelennaz spered Taliezin,
Pa grediz n’em sevel a enep an Drouiz-meur,
Daoust a ne c’hellan c’hoaz da anaout, o va breur ?
En dro d’in a glevan evel trouz da askell
O voudal d’am skouarn ’vel eun ezen avel !
Komz-ta c’hoaz d’am spered, o kannad euz an env,
A tol da sklerijen da bara d’am ene…

Euz a c’houeled ar c’hoat, piou zo erru du-hont ?
Sell ! an drouiz-meur Guenc’hlan, harpet var skoaz ar C’hont !
Aman, kredabl, ho daou int erru ’vel daou gi
Var roud ar c’had, ’gav d’eo, d’en em lakat e spi !
O kouplad chass diboel, ar c’hadik-se, m’hen tou,
N’eo ket prest da goueza c’hoaz dindan ho skilfou !
Me jom aman da guz evit guelet penaoz,
’Vit stigna ho rouejou, a raïo an daou goz !
C’hui, tec’hit ac’halen ! Mez diouallit, m’ho ped,
Pa zantit goulou deiz o tont var ho spered,
Diouallit da vouga ar sklerijen santel,
’N eur rei dourn da laza eur paourkez bugel !

An tri drouiz a za kuit : Taliezin en em guz.


————