Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - Maro Sant Tremeur, 1906.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

Kementse ne vo ket ! Goad Tremeur a skuillo !
A kentoc’h, gant va dourn va-unan, a ruillo,
Gant goad ar paotr Tremeur, goad c’hoaz kement hini
Ouz bolontez an Drouiz a glasko enebi !
Konomor ’zo aze, dre ar c’hoad gant e dud,
Hevel euz bleiz diboel a skrign, a red, a iud !
M’hen tou d’id, Konomor, o bleiz koz, n’ho pez aoun !
Goad a po d’az sec’hed, a kig a po d’az naoun !
A ma teu, daoust da ze, galloud va doueou
Da veza er vro-man kollet d’an eneou,
Da vihana, dolmen, a menhir, eur vech c’hoaz
A ziredo varnoc’h puill, druz a ruz, eur waz,
Eur waz a c’hoad kristen, aoualc’h evit derc’hel
Ar zonj euz an Drouized ’dreuz ar c’hantvechou pell.


Fin ar c’henta Arvest