Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - Maro Sant Tremeur, 1906.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —



AR C’HOUPLAD (o trei e gein)

Eun heol nevez en oabl a bign,
O tistol gor a nerz divin,
O goazed Breiz, leiz hor peultrin.
(A kuit gant e vignouned)


Guenc’hlan, mantret

An taol-man ioa pell-zo va spered o c’hedal ;
Kaer ’m euz bet ober va bouzar a va dall,
O kredi a rankan, kannaded a varo,
E kavan deiz a noz, a bep tu var va zro !
Ar goad a c’houlennac’h, doueou euz va spered,
Ne vezo ket skuillet en doare ma ’z eo red !
Na vo ket great al lid a dlie o tioual
Euz drem falc’h an Ankou, o traou amzer guechall !
O traou an amzer goz, o meinhir, o dero,
Drouized a doueou, varnomp ’bar ar maro !

Hag a gân, var don : Marzin, breman trizeg miz


Me a glev o tont, euz a bell,
Eur c’hoabren zu ’giz eur sparfell,
Kurun a tan e diou askel.

DISKAN

Sell, telen aour, sell tal oc’h tal ouzin,
Biz an Ankou ’ sko var da gerdin.

Eul luc’haden forc’hek dindan
A stribil evel eur skilf tan,
En e skeud eul labous a gân !

Dindan skilf tan ar sparfel du
Taolet eo d’an avel e blun,
Hag e gorfik-paour e ludu !


O lavaret an diskan, e tor e delen gant trouz.

Goalbran, o kemer an delen euz dourn Guenc’hlan

Oh ! etre da zaouarn, torret an aour-delen ;
Diouthi en eun taol freuzet ar seiz korden ;