Enho eo e veliz hag ec’h anavezis
Ar paotr euz drem e vam, euz ment nerzus e dad.
Euz a venac’hti Rhuyz, Gildas a ioa abbad.
Goulen a riz ganthan beza manac’h ive ;
Kement a riz zoken ma teuiz dizale
Da veza e vignoun, a mestr-skol gant Tremeur ;
Evelse m’euz gellet ho kelen var an heur,
Pa zivizas Gildas kaz euz a ribl ar mor
Da bourmen dre aman mab ar c’hont Konomor.
Gildas en deuz lezet ac’hanon pen da ben
Da renka ar beach euz va c’hoant, a va fen,
Da zibab an henchou, da verka e pe boent
Kemeret al lojeíz hag ar pred hed an hent.
Eaz eo bet d’in eta, hag el lec’h hag en deiz,
Hervez da c’hoant, teuler an oan e skilf ar bleiz.
Mad eo d’an oan pa lip gliz ar flourennou glaz,
Mad eo d’ar bleiz pa lonk goad an oan a lazas ;
A mad did ive, Drouiz, pa hell da gountel noaz
Lakat var an douar da redeg, ’vel eur voaz,
Ar goad a c’houlenne an doueou santel.
C’houez ar goad-se ’zo d’in dous evel blaz ar mel !
Evelato, Drouized, ’ben kondaoni eun tad
Da laza eur bugel ganet divar e c’hoad,
Eo red ’pije kavet eur c’houen a dud hudur,
Eur c’houen a dud sarpant, eo d’an oll plijadur
Ho guelet gant ho broud a gant bilim ho dent,
En em zrailla an eil egile var an hent !
Klevet t’euz eo Tremeur euz an huela gouen,
Euz ar c’hossa a hell biskoaz genel eun den :
Muioc’h a Rouaned ’zo euz e dadou koz
Eged a stereden o lugerni en noz ;
Gouen Rouaned int bet dre an oll gantvechou,
A n’euz gouen dud ebed ken tost d’an doueou !