Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - Maro Sant Tremeur, 1906.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


Guenc’hlan o tisken euz an dolmen

Konomor n’euz dija lazet pemp krouadur !
Evit peur-achui e labour, ar C’hont-meur
A dle skuilla fennoz goad ar c’huec’hvet : Tremeur !
…Goalbran, pa vezo poent, a prest a vo ar C’hont ?

Goalbran

’Ma o c’hortoz an heur, var ribl al len, du-hont
D’an douar, d’an avel e skouarn hag e fri,
Eiz dervez zo e ma dre ar c’hoad ’vel eur c’hi !
Avechou var ar guez an huella e pign,
A pa ne vel netra o tont, e zent a skrign,
Heja ra e armou gant kriadennou gouez,
Gant arrach a zispen ar rusken euz ar guez.
Avechou, er c’hontrol, e zourn var e visach,
Astennet d’an douar na ne fich na ne flach,
Evel eur c’hrouadur a zirol da grena,
Da ziframma e vleo euz e benn ’n eur leva,
O komz, oc’h irvoudi en e bart e-hunan :
« Goad adarre, ’mezan, da c’hoad, mab a garan ! »
Neuze, pa ne vije soudardet var e dro,
D’ar gear en despet d’in e tec’hfe prim en dro !

Guenc’hlan

Ke, a gra d’ar C’hont-meur gedal c’hoaz eur pennad !
Mez, a deut eo ive ar mab goude an tad ?

Ruz-Varz

Ganez, Guenc’hlan, eo bet roet d’in urz da glask,
A da stlenja, evel eun oan var bouez e nask,
Mab yaouank Konomor da zic’hoada aman.
Amzer a poan m’euz bet ’vit kaout krog ennhan ;
Rag Gildas, o c’houzout oa klasket gant ar C’hont,
E guze dre ar vro, guech aman, guech du-hont,
Eb rei d’ar c’hrouadur, na da zen all ebed,
Da anaout ar gerent a bere oa ganet.
Goude meur a dro vean, eur pardaez ec’h erruiz,
Da c’houlen va lojeiz e toul dor menac’h Rhuyz !