treid goassoc’h egued ar vein var an hentchou ! Me eo bet lazet din va mam gant ar fallakr ; skoet eo bet gant klenze an Tromenec’h p’edo hi o luskellat va c’havel en eur gana d’in kantikou Jesus hag ar Zent. Hag abaoue ne gavan mui den ebed da gana d’in kantikou a zave gantho em c’haloun dudi an Envou.
O stad truezus !
O bro maleurus.
O tud keiz ma zoump !
O va mam baour ! Setu me pell-zo eb mam ebed var an douar !
Piou a deuio, o va Doue, d’hon sikour !
Pe seurt dourn krenv ha madelezus a savo ac’hanomp a zindan treid an Tromenec’h ?
Peur e paouezo d’hon bressa dindan e dreid krissoc’h egued treid houarn ar c’hezek ?
Va zad koz, va zad, va breur, setu o tont an Aotrou n’Eskop, gant ar Venec’h.
En em zastumomp aman a gostez ; marteze e deuio deomp gant an Aotrou n’Eskop eur c’helou a silvidiguez.