Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - An Aotrou Tromenec'h, 1911.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KENTA PENNAD


Ronan, an tad koz ; Herve, an tad ; Paol, ar mab ; Goulc’hen, ar breur bihan : oll en eun doare truezus, dillad paour


Ronan

Ni eo ar Bobl, an dud keiz a vresser dindan an treid, goassoc’h egued mein an hentchou ; var ar bek douar-man, etre an diou ster, euz ar Vroennou d’an Diouriz, a larkoc’h c’hoaz, ne c’hell mui den beva gant an Tromenec’h c’huec’h leo tro var dro d’e vaner, neuz nemed spount en ty hag e kalon an oll ; an tad koz ne c’hell soken kaout eul leac’h didrouz da vervel e peoc’h etre divreac’h e Zoue.

Herve

Ia, ni eo ar Bobl, an dud keiz a vresser dindan an treid ! Nag ankenius eo d’eun tad beva er c’horn douar man ! Kaer a zo poania gant an douar, ne zeu mui pen ed ebed da zarevi tro var dro da gastel an Tromenec’h ; bresset an ed e glaz gant e gezek ; ne glever mui rod ar milinou o kana var bord an dour; euz a vilin an Ifern da vilinou ar c’hastel hint tavet oll, hag a vagadou a varv an dud gant an naoun !

Paol

Ia, ni eo an dud keiz a vresser goassoc’h egued ar vein var an hentchou ; mouguet peb levenez var an douar man ; an dud iaouank, pleget ho fen, ne zellont mui en dro dezho da velet a bleunia a ra ar spern guen var ar c’hae, pe ar rozen el liorzou. Hag aoualc’h eo euz eun den e unan da lakaat tenvalijen ar maro var koanta bek douar a zo er bed ! O Tromenec’h, den milliguet !

Goulc’hen

Ni eo ar Bobl, an dud keiz a vresser dindan an