Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - An Aotrou Tromenec'h, 1911.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

a zalek hirio, c’hui a vezo soudarded ar Roue !… (da vignouned Robart) C’hui avad a peuz diskuezet kaloun ken fallakr a traitour, c’hui a rankche beza kasset d’ar maro. Evelato, ar pardoun a po ivez goude eur pennad pinijen da ober assamblez ganen… Evit Robart, pen caoz euz an oll dorfedou a darvoudou kouezet var ar vro man, Robart a vezo lakeat etre daouarn ar varnerien a lavaro petra da ober dezhan.

A me, petra a rin me va hunan goude ken aliez a dorfed ac a skouer fall ; ar pardoun a c’houlennan ganeoc’h c’hui, tud dister bet flatret siouaz dindan va zreid kriz ! Te, den iaouank, sav da vouez leal en hano ar Bobl keaz a meuz ken goalgasset, a lavar d’in ma oun pardounet gantho euz an drouk a meuz great dezho.

Ar Maskl-Du

Tud keiz ar Bobl, aotrou, pa eo roet dezho breman ar peoc’h evit gounit ho bara a pedi Doue, bihan a bras, koz a iaouank, a bardoun deoc’h dre va mouez, euz a greiz kaloun !

Tromenec’h

Ra tigoro neuze raktal ar procession evit mont assamblez gant ar Bobl a zo destumet dre aze, var al leac’h a vezo savet chapel an Absolven ; va-unan, etre va daouarn e touguin ar mean fount ; mez ne hellan ket hen ober gant an dillad brezel man gantho liou ar goad a c’houez ar muntr! Ho diviska a ran evit guiska dillad ar binijen te da genta, klenze kriz bet saotret gant goad divlam an dud keiz ; te tok houarn, spountailh didruez d’ar vugale ha d’ar mammou ; te stern houarn a ioa var va c’haloun da viret euz an druez da vont betec ennhi…

Ac erfin, aman a zilezan ivez va c’haloun, ar galoun leun a grizder, a ourgouilh, ac a bec’hed,