Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - An Aotrou Tromenec'h, 1911.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —


UNNEKVET PENNAD


Ar memez re, nemet ar Maskl-Du


Tromenec’h

Piou da vihana eo an den estlammuz-man ?… Komzit, paotred ; ac anavezet a vez gant unan bennac ac’hanoc’h c’hui ?

Eozen

Na me nac hini ebed ac’hanomp ne hellomp e anaout.

Guevroc

N’hen anavezan ket ken neubeud ; evelato, seblantout a ra d’in a meuz klevet c’hoaz ar vouez se en tu bennak.

Tromenec’h

Mantret e choman. Ne oa nemet Robart a me oc’h anaout an hent man a zigor aman dirazomp ; penaoz hen deuz heman e anavezet ?… Penaoz eo en em gavet aman er poent ac en heur, e c’hiz Eal Doue, evit savetei d’in va c’horf a va Ene ?

————


DAOUZEKVED PENNAD


Ar memez re ; ouspen ar Maskl-Du, an Aotrou n’Abbat, Ronan, Herve, Goulc’hen a tud all.


an Aotrou n’Abbat

Aotrou, en despet da ijinou an Ifern, setu me distro, a ganen kelou mad ; diguemer a zo evit ar re-man oll e arme ar Roue… Pa ne oue evelato an den kalonek (o tiskuez ar Maskl-Du) man, ne vije deuet fennoz betec aman na kannad na kelou ; heman hen deuz va zenend euz a dre daouarn torfetourien ho deuz klasket va laza.