Doueti a reen pellzo edoz te o stigna d’in eul laz bennac ; pellzo e klaskez beza mestr aman em leac’h ; mez emichans n’eo ket dall aoualc’h ar re-man evit en em lakât dindan galloud eun den e c’hiz did de ? (d’ar re all) Evit diskuez dezhan ez oun ato ho mestr, krogit kerkent en divergont d’e liamma da c’hortoz e varnedigez !… (den na vouj).
Guelet a rez, Tromenec’h, piou ac’hanomp hon daou eo ar mestr ?… Ne meuz aoun ebed euz da varnediguez ; me ac ar reman eo hon deuz da varnet, da varnet d’ar maro.
Er guelet a ran touellet ganez an dibab euz va zoudarded, ar re a meuz dastumet noaz dre an henchou pe distaget euz ar groug evit rei dezho bara a lojeiz ; mez a drugare Doue, re-all a zo aman a n’int ket kouezet ken izel ac ar reman… Dilezit raktal ho klenzeaer, pe me a za d’ho gervel aman gant eun taol trompilh !
Trompilhat a hellez kement ha ma kari ? Moraillet an oll doriou, stanket an oll henchou evit dont betec aman aman etre bek hor c’hlenzeier a da galon ne zavo den ; aman e varvi !… Ac e chomin gant ar reman, va mignouned, mestr var da gastel a var da denzoriou !… Nac a veach a peuz te va disprijet abalamour n’edoun ket eveldod euz a lignez huel ; bremaik ne vezi mui euz lignez ebed : a me a chomo en da gastel aman da veza an Aotrou a Dromenec’h en da leac’h.
Va Doue, an dismegans man a meuz miritet, a