Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - An Aotrou Tromenec'h, 1911.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

dirazoun, e glenze varzu ennhoun, prest d’am skei ; pa ne oue va marc’h hen deuz great a gostez eul Iam spountuz, ne vijen ket bet aman d’ar mare-man.

Robart

Aoualc’h !… ac an Abbad ?

Eozen

An Abbad abars dek munut a vo er c’hastel.

Robart

Paotred : arabed koll amzer : daou ac’hanoc’h, Tanguy ac unan all, raktal d’an nor dal, da viret euz an Abbad da antreal ; Majan, kea da lavaret d’an Aotrou ez euz kelou aman er zal ; ne c’hoar ket pe seurt kelou eo : Arok e skei, lest ac’hanoun da lavaret dezhan eun neubeud geriou : eur gaou da vantri dezhan e galon ma varvo o kredi eo bet trahisset gant e vignouned ar venec’h ac an Eskop : pa vezo deuet ar mare, me a zaillo varnhan ; ma vez red, c’hui a roio skoazel ; e glevet a ran o tont ; kemerit kaloun, a skoït didruez an traitour.

————


NAVET PENNAD[sic]


Ar memez re : Tromenec’h ouspen


Tromenec’h

Kelou a zo, Robart ?

Robart, oc’h ober eur pen tenval

Ia, siouaz, Aotrou ; kelou a zo ; setu aman Eozen o tont euz a ziarben an Abbad.

Tromenec’h

Pe seurt kelou eta a deu gant an Abbad ?