Perak, Robart, ne tec’hfemp ket ! me na zisplij ket kementse d’in beza soudard ar Roue : eur vicher vrao eo goude tout.
Setu eman o sodi e c’hiz ar re all. Eur vicher vrao, beza soudard ? Va faot, me a c’hoar petra eo : beza stag e c’hiz ar c’hi, ber a start ; a ne vezoc’h distag euz ho chaden nemet evit beza staget euz ar groug evit an disterra digarez ; c’hui dreist-oll, pa vezo gouezet pe seurt micher a po bet, a vo lagad ar vistri o para ato varnoc’h, prest d’ho lakat da baea ho troiou koz ; bezit soudardet kement a ma karoc’h ; me a zo guel ganen fors petra kentoc’h egued beza soudard.
Mez pe seurt a raimp-ni ken ?
Sellit !… Dont a ra d’in eur zonj !… me c’houie mad n’hen dije ket an diaoul, va zad, va lezet ber en affer-man !… Ia, kavet eo ganen, mar dec’h c’hui goazed.
Lavar ta neuze.
Sonj a peuz euz ar promessa a peuz great da senti ouzin e kement tra ?
Ia, ia, sonj hon deuz.
Mad… Arabed eo a deuffe an Abbad betec aman da lavaret d’ar zoudarded int digemeret e servich ar Roue ; c’hui a zo o vont, pevar ac’hanoc’h, a