Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - An Aotrou Tromenec'h, 1911.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —


Tromenec’h

Ia, guir eo ; souezus eo evidoc’h ar pez a lavaran rak ne c’houezit ket abaoue pe geit amzer a oa mouez Doue euz va gourdrouz, ac e zourn var va fen evit ober d’in plega : ken a oa dec’h, ne oa ket tizet d’in klevet e vouez a guelet e zourn ; ac a meuz stourmet pel ac hir ; mez deac’h eo digoret va daoulagad ; a ne hellan en em resolvi da stourm pelloc’h euz ar Mestr.

Majan

Evidoun-me, souesussa a gavan eo e rankomp en en em zispartia var zigarre ez euz kals enebourien a enep deomp. Rœsoun muioc’h na petra ta da jom aman unanet, er c’hastel krenv man evit en em zifen n’eo ket pa vez ar bleiz e toul an nor ac a hed an henchou eo d’an dud mont pebhini euz e gostez.

Eozen

Sklear eo kementse : ma e ma tud ar Roue o klask ac’hanomp, araok ma vezimp bet pevar heur var n’uguent er meaz a vezo ho dourn varnomp.

Tromenec’h

Euz a berz tud ar Roue na peuz aoun abed da gaout ; ar pardoun a zo promettet deomp gant ma vezo savet aman tost eur chapel da lavaret d’an oll e tiansavomp hor buez tremenet.

Robart

Ne meuz evidoun me izom ebed euz pardoun nac absolven ; an absolven na dalo d’in me tam ebed guelloch egued ar groug : pe seurt a raïmp ni gant hor buez pa vezo lammet ganeomp hor micher ; penaoz e c’hounezimp ni hor bara ? C’hui a gav deoc’h, Aotrou, e hellimp, goude keit all amzer tremenet er vicher man, en em lakât d’eur vicher all ?