Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - An Aotrou Tromenec'h, 1911.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —


EIL PENNAD


Robart (e hunan, laouen)

Dalc’h-ta, Robart ! Dizale e vezi mestr er c’hastel-man ; a ma deu da c’houde paotred ar Roue da glask lakât ho c’hraban varnhoun, va riboul a zo prest da jacha ganen va relegou ac oll aour an ti-man, evit mont da sevel en eur vro all eur c’hastel bravoc’h egued heman… Guelomp ma tigor brao ac eaz an toul strap. (Diguerri a ra an trap, ac a zel ebars) ; euz ac halen d’an aot a zo eun hent dre zindan an douar : ac e pen an hent du-hont, eur vag ato prest d’am diguemer a d’am c’has elec’h ma plijo ganen mont.

Mez setu an Aotrou o tont, gant e soudarded ; pe kentoc’h gant va re me : rak muioc’h int d’in egued dezhan.

————


TREDE PENNAD


Tromenec’h ; soudarded a-leiz, a bep tu


Tromenec’h azezet e kreiz

Va mignouned, eun dra a bouez a meuz da ziskleria deoc’h ; guelet a rit oc’h-unan peguen riskluz a deu hor buez da veza aman ; abaoue eur bloaz, pet a pet euz ho kamaladed lazet, an darn vuia euz eun doare iskiz ; eaz eo anaout e ma dourn Doue a enep deomp. A dourn ar Roue ouspen a c’hourdrouz koueza varnomp ivez.

Ac hen ne gav ket deoc’h a ve fur deomp en em zispartia, evit klask en tu-bennak eur chans velloc’h ? Komzit eb aoun, a lavarit d’in pebhini oc’h avis.

Tanguy

Pa c’houlennit hon avis e lavarin e choman sebezet neat ouz ho klevet : deac’h diveza e kassec’h d’ar groug ar re a dec’he diouzoc’h, ac hirio e rit kaoz d’hon c’hass oll divar ho tro ?