Pet a zo eta ac’hanoc’h prest da zerc’hel pen d’an Tromenec’h, pa glasko ho kas da bourmen ?
Setu ni aman eiz.
Ac eiz all da neubeuta a vez kavet c’hoaz e touez ar gamaladed ?
Tost d’eun hanter euz soudarded ar c’hastel ; aoualc’h eo, mar kirit derc’hel start, evit miret euz an Aotrou d’hon lakat er meaz. Edro e c’hiz ma eo, ma savit krenv ac huel ho mouez, ne gredo ket soken kerderc’hel gant ar zonj d’en em zizober ac’hanomp.
Dreist oll, o veza m’hen deuz izom ac’hanomp : ne hell ket fiziout en azennet all prest, kerkent pa gavint tro, da dec’hel abalamour d’ar Maskl-Du ; euz eur zoudard bennac hen devezo ato ezom.
Mad : prest oc’h eta da senti ouzin e kement ma c’hourc’hemennin, fors peguen kalet a vez an urz a rin d’eoc’h ?
Oll aman hor beuz fizians ennoc’h : oll e sentimp d’ho ker.
Mad ; kit neuze buhan da lavaret d’ar re-all, en em gaout aman ; te, Tanguy, kea da lavaret d’ar mestr a vo bremaïk dastumet an oll evit e glevet.