Mignouned, er gouzout a rit ; bremaïk a deuio Tromenec’h, gant e neuziou santik, da ober deomp eun tam sarmoun, da alia ac’hanomp da vont sioul, e c’hiz bugaligou fur, er meaz euz an ti-man ; evit ober plijadur d’an Aotrou, ni a ranko en em deuler etouez enebourien a bep seurt a zo pell zo o klask tro d’hon dispen ; ac epad ma vezimp ni dindan skilf ar bleiz, pe o vervel gant an naoun, hen aman gant e vignouned nevez ar venac’h, a ranno e densoriou da sevel eur chapel, a da ober cher vad.
Pe seurt respount a fell deoc’h a vez great d’ar zarmoun e maomp bremaïk o vont da glevet !
Aman eo brao, beza paotred : bara guen ato da zibri : peurliessa eur banne mad a vin d’e lakat da zisken eun tam lib e bao eur vech an amzer : tra, tra, tra, ne ket me a vo kasset da redek an henchou a da zilezel eur seurt tachen zruz !
Pa vezer bet e c’hiz d’eomp-ni, hen Tanguy, o veva bep eil divar an aluzen ac al laeronsi, an archer var hor seuliou dalc’hmad, a gaver re vrao kaout eur maner e c’hiz heman da repu.
Mad ; ac ar re-all a zo aman, dioc’h ma velan, ho deuz an ear da lavaret e c’hiz deoc’h-c’hui.
Ia ! Ia… aman eo brao beza… guelloc’h beza en ti egued beza er meaz.