plega da Zoue. Lavar d’in ma n’eo ket mil guech doussoc’h ar binijen var an daoulin egued an ourgouilh kriz a c’hoero.
Bennoz deoc’h, ô va Doue ; a pardoun d’in, ô va
Mestr.
Eun diaoul a zen oud’te, manac’h, evit beza deuet a ben ker brao da baka ar pesk man…
Ne c’houien ket, aotrou, edoc’h c’hui ken devot ; koveseat mad a peuz da vihana ?
Ia, Robart ; koveseat mad a meuz : a ne meuz izom ebed da beurachui ganez va gonfession ; a pa na vije doun a stard ar binijen em c’haloun, te a vije marteze koustet ker d’id goapaat ac’hanoun ; mez goapat a hellez kement a ma kiri ; evelato, koll a rez da amzer ; rak evit mad a meuz troet kein da hent ar pec’hed.
Ah, troet a peuz kein da hent ar pec’hed ; mez Aotrou, ankounac’hât a rit eun dra daou uguent soudard a zo d’oc’h heul, ken striz unanet ho buez gant oc’h hini ma ne hell affer ebed sellet ouzoc’h eb na selfe er memez amzer euz ho soudarded ; ac an affer man ispisial a zel ouzomp oll : rak petra a deuffemp ni da veza ma tilezit ac’hanomp. E maoc’h, eme c’hui, o klask an hent mad ac ehun ; ac a gav deoc’h eo ehun a mad an hent a ra deoc’h trei kein da dud ac ho deuz dilezet peb tra evidoc’h ? Ac a fell deoc’h ho dilezel eb goulen soken ho ali ? Re vad a anavezan ho lealded evit kredi e trahissoc’h