Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - An Aotrou Tromenec'h, 1911.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —



III

» Diviska seiz a dantelez
Rak e fried a zo diez
A c’houlen roched da viska
Ac eul linser d’e lienna.

IV

A c’houlen eur roched lien
Ac eul linser vras lien guen
Ac ouspen eur plad alaouret
Vit e ben pa vo dibennet.

V

» Rak distro arok na vezi
Da gaout va fried en e zi
Va fen a vo var ar pave
O c’hoari gant ar vugale.

VI

» Dall eur guchen euz ar bleo-man
Da staga euz dor Coatelan
Ma c’houlenno an dud keiz
Truez Doue var ar markiz. »

Tromenec’h, en disesper

Truez Doue ? Truez Doue ? Ac hen a hell beza truez evidomp ni, Fontanella ? na truez an dud na truez Doue ; truez n’ho deuz bet evidod ; truez n’ho devezo evidoun-me ken neubeud.

Ar maro, a pebeuz maro ne meuz me ken da c’hedal… Ar maro var ar rod, dispennet d’in va c’hik a torret va eskern gant ar bourreo !… A goassa zo, an dud o c’hoarzin d’in e kreiz va foaniou !… A goassoc’h c’hoaz, goassoc’h bourrevet gant ar remorsiou a gant ar re varo egued gant ar bourreo !… O Fontanella, ac hint n’int ket deuet en dro d’id, var da dremenvan, Eneou an dud keiz e poa lazet ?… Bugaligou lazet var barlen ho mam, ac ar vam var ar marc’had : ac ar pez a