Bihan eo eat va c’halon gant ar c’helou-man !… Fontanella, va mignoun Fontanella bourrevet a torret var ar rod… Ne hellet skei eun taol pouneroc’h var va c’halon !… Skei a ra var va c’halon e c’hiz pa vez lezou va maro va hunan !… O Fontanella, va mignoun keaz, Fontanella !
Mez penaoz eo c’hoarvezet kementse ? Fontanella a veve, didrabaz en e enezen, ac ar pardoun a oa bet promettet dezhan ?
Penaoz eo c’hoarvezet, ne c’hellan ket lavaret ; ar pez a c’houezan n’euz ken kaoz dre Gerne, dre Leoun a dre Vro Dreger ; ne glever dre ar vro ken guerz nemed guerz maro Fontanella.
Kan d’in eta ivez guerz maro Fontanella, ma c’houezin penaoz a vezo va hini me dizale.
|
I Euz e brizoun Fontanella II « Pachik, pachik, va fach bihan |