markiz a zo bet kroget ennhan ; kasset eo bet da Baris ; prizouniet eo bet ; barnet eo bet, a kondaonet da vervel etre daouarn ar bourreo ; epad daouzek heur horolach eo bet e gorf var ar rod o terri a vel d’ar Bobl.
A pe seurt a fell d’id a raffe kement-se d’an Aotrou aman ?
Pe seurt ? N’ouzez ket eta edo Fontanella brassa
mignoun an Aotrou ? Ouspen, ho doare a oa ken
henvel ma ranko beza skoet Tromenec’h pa eo bet
skoet Fontanella. Fontanella a oa e Kerne gant e
soudarded oc’h ober ar vicher a reomp ni aman
gant an aotrou Tromenec’h. Dek vloaz ho deuz
gellet ho daou ren an dans d’ho c’hoant, o veza ma
hen doa ar Roue aoualc’h da ober oc’h en em zifen
e-hunan var e drôn a enep e adversourien ; pa eo
bet treac’h breman, a boagn da lakaat ar reiz er
vro Fontanella hen deuz tizet da genta ; ne zaleo
ket da zont betec Tromenec’h mez setu aman ar
mestr.
En em dennit oll dioc’h ouzin ; list ac’hanoun gant an den-man.
Eur goal daol, evit doare, eo bet dezhan ar c’helou.