an dud ; me ne meuz kizet jamez dirak diren eun den; mez n’eo ket euz an dud hon deuz ni da stourm aman.
N’eo ket euz tud ? Euz piou eta neuze ?
Oc’h unan a peuz lavaret, Aotrou ho klevet a meuz an deiz all : euz Doue e hunan hon deuz da enebi abaoue deiz an eskumunuguen.
An eskumunuguen adarre ?… Ker a gousto d’id komz d’in euz an eskumunuguen ; guelloc’h a vije bet d’in kaout eun taol klenze egued klevet ar ger-se o skei pounner var va c’haloun… evit dizouna ar re-all euz ar c’hoant tec’hel ouzin ac evit deski dezho a zeuz certen traou a ne ranker ket komz anezho dirazoun-me, e vezi krouget raktal !… Goardou !… Goardou !… Respount ebed… Goardou !… A tec’het a vijent ivez ! Guelet a rez Robart… Netra da ober gant ar seurt tud-man chom a raïmp hon daou aman da veza paket gant an nep a garo dont…
Mez c’hui, perak e chomit-tu aze da ziguerri ho kenou kit eta buhan da velet pelec’h e chom ar goardou. (Daou anezho a za kuit ; ar re-all a en em start adarre)… Petra a guzit-tu aze ? (Mont a ra da velet)… Piou eo heman ?… Ac hen maro !… A c’hui eo a peuz great an taol pa e guzit ker brao ;… Respount ebed… stoui a rit ho pen… Ne vanke mui d’in nemed an dra-man : n’eo ket aoualc’h deomp kaout an oll a-enep deomp hon-unan etrezomp a rankomp c’hoaz en em zrailla !…
N’eo ket ganeomp eo bet lazet heman, Aotrou !… Sellit euz ar gouli man.