Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - An Aotrou Tromenec'h, 1911.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


KENTA PENNAD


Robart ac eun toullad soudarded : Tanguy, Majan, Eozen, Guevroc, a re all.


Tanguy

Ac’hanta, Robart ; penaoz e za hirio gant ar mestr ?

Robart

Feac’h ; an Tromenec’h a zo ato e c’hiz eur c’hloc’h var vrall, oc’h en em deuler a ziou, a gleiz, bep eil ganthan ia a nan ! Bremaik edo adarre o lavaret hon c’has oll divar e dro evit ober euz e gastel ti ar beden ac ar binijen. Gellet a meuz eur vech c’hoaz e lakaat var e du ; ac e ma breman en arrach a enep ar venec’h, dre ma meuz adarre roet dezhan da gredi eo dre ho ardou a zigouez ganthan kement a zarvoudou.

Eozen

Na peuz ket ho par da sevel e boueziou da eun den.

Robart

A c’hui, starteat eo ho kamaladed ganeoc’h ?

Tanguy

E c’hiz an Aotrou e maint, kals anezho var vrall !… Gant ar spountailh milliguet euz ar Maskl-Du, int deuet goassoc’h egued biskoaz da gredi eo an eskumunuguen a jach varnomp darvoudou ker stank abaoue eur bloaz.

Robart

Kredi en eskumunuguen !… Sorc’hennou ! Grit dezho eta kredi en eun dra ac a gasso spount an eskumunuguen euz ho spered. Grit dezho sonjal er bern aour dastumet aman dek vloaz zo var bouez ho divrec’h, e riskl koll ho buez ; a c’hoant