Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
EIZVED PENNAD
Ar memez tud, ouspen Robart an Diaoul
Goulc’hen
Tad koz, Robart an Diaoul !
Robart, o c’hoapat
Ac’hanta, Tromenec’h, setu me adarre digouezet mad evit da viret da veza paket gant an dud man ! Edoz o vont da blega d’an Eskop, var zigarrez jestou an eskummunuguen. Krog eta en da glenze ; gant hennez, te a drec’ho en despet d’an eskummunuguen.
An Eskop
Plega a ri, Tromenec’h pe na ri ?
Robart
Ne ri ket, gant ar vez !
An Eskop
O Doue, ra vezo mouguet levenez a sklerijen e vuez e c’hiz ma voug ar sklerijen man dindan va zreid ! (Taoler a ra d’an douar ar c’houlaouen, hag en bress dindan e dreid).
Tromenec’h, er meaz anezhan e-hunan
Skoet oun, skoet oun ! Tizet oun, tizet oun !…
(Mont a ra er meaz ; an oll d’he heul).
————
NAVED PENNAD
Paol, pa dec’h an oll, e chom e-hunan, ac a zastum
kleuze Tromenec’h, en eur lavaret :
kleuze Tromenec’h, en eur lavaret :
Na kaer eo ar c’hlenze man ; ne m’oa kredet c’hoaz betec hen sellet euz eur c’hlenze… Na flour an dourn anezhan… N’eo tam re bounner d’am