taol hardiz varnhon, taol hardiz da eskummunuguen (hag e a choum, kroachet e zivreac’h var e stomock, o sellet euz ar Venec’h o prepar al lidou).
O Doue, Krouer ha Mestr peb tra ; setu dirazoc’h var elum c’hoaz ar goulaou man ; bet ez int ar skouer euz buez, euz donezonou lakeat ganeoc’h. da skedi e Ene an den fallakr a zo aman… O Doue, c’houi a c’hoar an implij fall hen deuz great euz e vuez hag euz ho tenezonou, euz an nerz o peuz lakeat en e c’hoad, euz ar galloud lakeat en e vreac’h. En em lakeat eo dre ar vuntrerez, dre an disursou ar mesussa e renk ar goassa torfetourien.
Dioual evelato, Eskop, ne skuisfen o selaou da zismegansou ! — Dioual ! me a c’hellfe c’hoaz en em zifen ?
Neuz difen ebed a enep Justis Doue ; n’eo ket euz tud eo e peuz affer hirio : euz Doue eo ! E valloz, maleuruz, a zo o vont da goueza, da boueza varnod ar rest euz da amzer ha da jacha varnod ar goassa tristidigueziou…
Tec’hit oll pell euz an den man, gant aoun e strinkfe varnoc’h eur fulen euz malloziou Doue prest d’e skei ! (an oll a dec’h.)
A kredi a raffoc’h teuler da vad varnhon-me an eskummunuguen ?
Ia, hen ober a rin, nemed plega a raffez dirak Doue. Gra buhan da zonj, araog ma vezo mouguet