Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - An Aotrou Tromenec'h, 1911.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

(o velet an Eskop). Ah ! setu aman an Den Doue a gave dezhan lakat da goueza varnomp-me kudurennou an Nenv !

An Eskop

Piou out’he, da zillad houarn ken du a plu ar vran? Goad piou a zo var da zillad ? Kleuze piou a zo en da zourn torret a dammou.

Tromenec’h, o teuler ar c’hlenze da dreid an Eskop

N’en anavezez ket ? Hennez eo ar c’hlenze e poa benniguet bremaïk evit trouc’ha d’in me va gouzouk ! Da vennoz, Eskop, ne dalv ket hirroc’h egued dir Karman ! ho daou, e zir a da vennoz a zo bet trec’het ganen ; du-hont var ar gueod glaz e ma o veuzi en e c’hoad da vignoun Karman.

An Eskop

Petra ! Lazet e peuz ivez Karman ?

Tromenec’h, o tenna e glenze

Treuz didreuz eo eat va c’hleuze dre e gorf ; sell ! Ruz eo c’hoaz gant goad da vignoun a zo skuillet breman var an dachen a glaske varnhi leda ac’hanomp-me !

An Eskop

Tromenec’h, heman eo da dorfed diveza. Ne heller mui da c’houzanv etouez ar gristenien ; a da c’hortoz ma teuïo Doue da zispartia ac’hanot euz a douez ar re veo, me za dioc’h-tu d’az dispartia euz a douez ar gristenien.

Aotrou n’Abbad, kerc’hit d’in raktal leor al Lidou Santel enhan pedennou an Eskummunuguen ! Kerc’hit ive ar goulaou bras evit lidou spountuz an eskummunuguen !

Tromenec’h

An eskummunuguen ! Ma n’eo ket noazussoc’h d’in egued ar bennoz o peuz roet da gleuze Karman,