Troad e varc’h o tont, troad e varc’h o vont a skoe d’an douar ec’hiz troad marc’h an ankou ! Va Doue, diouallit buez an Aotrou Karman !
Deomp breman, Menec’h santel, deomp d’ar
chapel da bedi Doue da veza a du gant an Aotrou
Karman. (Mont a reont o lavaret goustad ar
Miserere).
Aben breman, gant e varc’h a nij evel an avel, eman Karman var an dachen, var dachen ar foennok duhont dirak ar maner, o c’hervel Tromenec’h gant e vouez dispount, hag hen dindan e stern keduz henvel euz an Eal digasset euz an Env evit difen an dud keiz ; seblantout a ra d’in guelet an Tromenec’h o tont euz e gastel tenval, var e varc’h d’an daou lamm, ar stern hag ar c’hlenze o steki spountuz hag o trouzal a bell ; e varc’h éo e voue ruz tan evel ar flamm ; hag hen gant e stern dir henvel euz an eal fall a tispak euz porz an ifern ; ô va Doue, truez euz an Aotrou Karman !
A ben breman eo strinket ar c’hlezeïer euz ho c’hostez, hag e stokont an eil euz eben en eur losker flemmou tan euz ho dir e c’hiz luc’hadennou ; emaïnt o vont hag o tont, o trei hag o tistrei an eil en dro d’eguile o klask hent d’ho c’hlenze da vont beteg ar galon !… goad a zo breman o ruzia gueod glaz ar foennoc hag ar bleun e bord an dour red ! Truez, va Doue, evit an Aotrou Karman.