Mont d’an endalc’had

Pajenn:Roudot - An Aotrou Tromenec'h, 1911.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

all, manket d’ar ger en deffe roet ; a goude tout, me ne hellan ket mankout d’am hini ; pa meuz lavaret mont, e zin, hag eb dale pelloc’h ! Ho pennoz eta, Aotrou n’Eskop, d’in ha d’am c’hlenze, ma lammin var va marc’h da ziskar an Tromenec’h, ma vezo hivisiken peoc’h d’an dud er vro man.

An Aotrou n’Eskob

Pa peuz roet da c’her, kea ’ta, Breizad kalounek ! Ra vezo nerz Doue ganez hag gant da glenze ! Kea, ha bez treac’h, en hano an Tad, ar Mab, hag ar Spered-Santel !

Karman a zav goude daoulina

A breman, var varc’h ; araok pell, fizians a meuz, me vezo distro da rei deoc’h, Aotrou n’Eskop, a deoc’h c’hui tud keiz, ar c’helou mad e vezo achu e vuez hag e dorfedou gant muntrer ar vro-man ! (Mont e ra kuit).

————


PEVARE PENNAD


Ar memez tud, nemed Karman


An Aotrou n’Eskop

Goal skuiz hen doa an ear da veza evit mont deoc’h-tu var an dachen ; keuz a meuz da veza e. lezet da vont, iaouank ha tener c’hoaz, da glask stourm euz eul lazer ken gouiziek var e vicher hag an Tromenec’h :

An Abbad

Bezit dispount, Aotrou n’Eskop ; neuz ket bet pell-zo eur c’hlenze par da hini an Aotrou Karman ; mar bez leal ar stourm, Tromenec’h zo deomp.

An Aotrou n’Eskob

Mez ar gouli euz e vreac’h a zinerzo Karman ! O va Doue ! enkrez a zo em c’halon !