danet, nag hini ebed euz an tregont kastel all a zav ho zouriou huel etre aochou an Aberwrach hag an Aber-Benniguet ! Distanet siouaz ar garantez kristen dre ar bed pa jom ken dizeblant an dud gallouduz dirag trubuillou an dud dister !
Aotrou n’Eskop, stourm euz an Tromenec’h n’eo ket brao ; hennez n’eo ket eun den ec’hiz ar re all ; hennez a zo stag euz e glenze galloud an Ifern ; nag a duchentiled ho doa lakeat en ho spered dont d’en skei beteg e gastel ; araog m’ho divije bet amzer d’en em lakaat en hent, e vijent diarbennet ganthan ; a puluc’het dezho ho c’hastel gant an den fallakr, a du ganthan an oll drouk sperejou.
Petra, hag ar varc’heien kristen, hag hint n’eo ket bet staguet eus ho c’hlenzeier galloud an Nenv, galloud Doue dre vertuz pedennou an Ilis ? O mez, mez d’hor bro, neuz ket ennhi eun den a galoun, eun den a feiz krenv da zifen e guenvroïdi euz mab an ifern a c’hourdrouz koll aman en eun dro ar c’horfou hag an Eneou !
Aotrounet, selaouit me a glev o tont gant an hent eur marc’h d’an daou lam.
An Tromenec’h a zo erru varnhomp.
Tec’homp, tec’homp dirak e glenze a zo klenze ar maro.
Aotrou, me ne ran fors beva pe mervel ; mez en hann’ Doue, kuzit euz taol ar maro ar c’hrouadurik man ne c’houlen nemed beva.