Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Yun.djvu/9

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Ar c’hezeg, emezañ, n’o dije ket kroget, mar ne vijez ket bet aze.

— Te… te…

Besteodiñ a ra Yun.

— Te… te… a zo… un hejer plouz, eme Lan ar C’hor, o taneal.

Ne lavar ket hiroc’h. Yun en deus graet warnañ ul lamm bleiz hag e zibradet ha taolet war an daol, e benn en a-raok.

— Hei ! eme Yun.

Ar c’hezeg a ra ur frapadenn ; an daboulin a loc’h.

… Gwazed a zo dilammet hag o deus miret ouzh an darvoud.

Yun a ziver ar gwad diouzh e zorn. Gouelañ ’ra. Seza a zo deut war e dro :

— Deus d’an ti, emezi, ma vo lienet da zorn.

Yun a ya d’he heul, mezhek. A-dreñv e gein, ar C’hor a razailh ; tri gwaz o herzel outañ lakaat e zorn en e c’hodell.

Yun en deus c’hoant dont war e giz.

— Daonet !… a yud ar C’hor.

Ha Seza a lavare da Yun :

— Petra a oas o vont d’ober ? An dra-se n’eo ket mat.

Yun a stouas e benn hag a lavaras :

— Mont a ran d’ar gêr.

— Gwell eo dit chom en ti…

— N’em eus ket aon, eme Yun.

Graet en deus anaoudegezh gant e nerzh.


Yun a bigne gant ar wenodenn… En traoñ, un dornerez a voude dizingal. Skuizh bras e oa. Azezañ a reas hag e sellas ouzh ar stankenn. Pateriñ a reas un dra bennak :