Pajenn:Riou - Yun.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

War dorgenn an tu-all e safrone un dornerez. Poultrenn ha pell alaouret a nije dreist an evlec’h. Paotred bagol a youc’he.

Yun a selaoue.

Ur vodenn gelenn a drouzas a-dreñv e gein. Yun a savas trumm. Seza a oa dilammet dre ar riboul hag a oa dirazañ.

— A ’ta ! Yun, tizhet out bet ganin !

Yun a sellas outi.

— E piv edos o soñjal ? a c’houlennas ar plac’h yaouank. En ur bennhêrez, moarvat.

Daoulagad Yun a skedas.

— Sell ! Yun, ha dont a ri da zornañ warc’hoazh, e-lec’h chom amañ, war beg an duchenn, da zigeriñ da c’henou ?

Yun ne respontas ket… Ur plac’h yaouank a gomze outañ hep ober goap.

— Berr e kavi da amzer. Selaou du-hont…

Yun a bare e zaoulagad war an dorgenn. Lavarout a reas :

— N’ouzon ket dornañ.

— Deskiñ a ri, eme Seza. N’eo ket diaes dibellañ pe skubañ leur.

— Ha c’hwi a vezo ivez o tornañ ? a c’houlennas Yun.

— Sur e vezin : an dornadeg a vezo e ti va zad. Dont a ri neuze.

— Ma ! eme Yun.

Hag e tistroas e benn.

Seza, mall warni, a ziskennas dre ar wenodenn da vont da glask dornerien all.

Yun a selle outi.


Seza a bedas gwazed, a bedas merc’hed.