Pajenn:Riou - Prometheus ereet.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

grign goustad — amzer en deus — naren avu an Titan, hogen skevent ho kariad. »


« Diframmet on bet diganin va-unan. »


Ael ar Marv a lavaras c’hoazh :

« Ho kariad a anaveze e Donkadur ; ne harzas ket outañ. Edo ouzh va gortoz pa ziskennis d’e gavout, un abardaevezh-hañv. »

Hag e sentis ouzh Ael ar Marv.

N’anavezis ket er skeudennoù stumm ramzel Laer an Tan, enebour Zeus. Dremm hor c’hariad marv, ne lavaran ket.

Dirazon e kane ar mor divarvel. Arouez arnev e oa. Ar wennili a nije war-du an aberioù.

Da garidi a leñv war da varv, Prometheus Ereet.