Pajenn:Riou - Lan embanner al ludu.djvu/4

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gemeras peg er forc’h houarn, m’en doa douget ganti, daoust d’e oad, daou vell duilhad bleñchoù, hag a grogas da verniañ ar glaou bev ledet e-kreiz al leur, evel ur bladenn ruz.

An tan a drouzas adarre, hag elfennoù, evel balafenned aour, a nijas en ur gornigellat, betek skourroù uhelañ ar gwez.


E Kerunkun emañ ar c’hiz d’ober ul lamm dreist an tan, a-raok ma vo marvet ar flammoù. Gwazed ha krennarded a glask lammat uhel ha pell, hag an hini kentañ a lamm dreist pe a-dreuz ar flammoù a vez meulet gant ar merc’hed nerzh e zivesker, hag ivez e nerzh kalon. Ar merc’hed a vez aotreet da chom da sellout ; ne c’hellent ket lammat avat, rak, en o lamm kentañ, e lakafe an diaoul an tan en o brozh, ha neuze, n’eo ket bet graet o c’horf evit se. Ar re gozh kennebeut, ha ne c’hellent mui lammat evel ar baotred yaouank, a chome da sellout ivez, hag e lavarent dalc’hmat e lamment reutoc’h en amzer o yaouankiz.

Yann Arc’hant, hep selaou na rannañ komz, a droe en-dro d’an tantad, en ur verniañ gant e forc’h ar glaou bev, dre ma peurzeve ar c’heuneud diwezhañ. Ne reas ket un dro leun, rak chom a reas a-sav en tu enep da Lan Ofret ; hag e selle ar mengleuzier ouzh ar mab pennhêr, deut d’an tantad hep un dramm, hep un dornad koad, e zaouarn a-dreñv e gein, hag en ur c’hwitellat, evel ur foeter-hent.

— Pa ne lamm mui den dreist an tan, a lavaras Yann Arc’hant, piv a bigno er wezenn da embann al ludu ?

— N’am eus ket lammet c’hoazh, a lavaras Lan