Pajenn:Riou - Lan embanner al ludu.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

rak ur seurt gwall-zismegañs e-keñver ar sant a c’hellfe, en amzer da zont, degas gwall-blanedenn war o ziegezhioù.

— Daoust hag eo deut an holl d’an tantad ? a c’houlennas Yann Arc’hant, a-raok enaouiñ an tan er bleñchoù gwrac’hellet.

Bep bloaz e veze enaouet an tantad gant Yann Arc’hant, ar mengleuzier kozh, doujet e Kerunkun, abalamour d’e oad ; ha, bep bloaz, e rae ar c’hozhiad, en ur deurel ur sell en-dro dezhañ, an hevelep goulenn.

— Ya! o doa respontet an holl.

Neuze Yann Arc’hant a reas, evel ma rae bep bloaz, un eil goulenn :

— Daoust hag en deus pep hini ac’hanomp degaset e lodenn d’an tantad ?

Darbet e oa bet d’ar re o doa degaset keuneud pe bleñchoù respont : « Ya ! » Hogen ar ger a vije bet gaou war o zeod, rak deut e oa soñj dezho e oa unan anezho hag a oa deut d’an tantad, divec’h e ziskoaz, e zaouarn a-dreñv e gein, hag en ur c’hwitellat en noz, evel ur foeter-hent. An holl eta a chomas mudet, ur prenn war o genou.

An Ofret kozh a sellas gant kas ouzh e vab. Yann Arc’hant ne c’houlennas ket div wech ha deut e oa e samm gant pep hini, gant aon en dije respontet unan bennak : « Nann ! Unan ac’hanomp n’en deus degaset tra ! » Hag ar c’homzoù-se en noz, dirak al loar hag ar stered, gwall-ziougan e vijent bet.


Penndaoulinañ ’reas Yann Arc’hant, en ur c’hrozmolat ; c’hwezhañ ’reas an herrañ ma c’hellas war ar glaou bev degaset gantañ en ur votez kozh. Flammoùigoù a savas, hag ar mengleuzier a vountas ar